Eun ivern / Un enfer

   Penaoz cheñch penn d’ar soñjou ? Penaoz cheñch doare da zelled ouz ar bed ha chom a-zav da weled anezañ bepred ’vel du ha dañjeruz ? Hag euz a belec’h e teu deom seurt soñjou a ampoezon or buez bemdez, hag a vir ouzom da veva e gwirionez, peogwir e vezer debret atao gand an aon ? Aon da veza saotret, aon da goueza gwall-glañv da vad, aon da dreuskas ar c’hleñved d’ar re all, ha dreist-oll d’or famill... Hag alese an ezomm da gemer meur a strink-dour bemdez ha da walhi meur a wech daouarn, plajou ha gwer, ha d’en em zizober euz kement tra a c’hellfe beza bet saotret... Ar vuez a zeu da veza diêz ha divlas, hag ouspenn-ze en em zanter kabluz, peogwir e weler mad e lakaer diêz buez ar re all... Pa vezer eet ken don-se er c’hollkalon, penaoz maga c’hoaz eun tamm esperañs ? Penaoz dond er-mêz euz eur seurt ivern ?
   N’ouzon ket hag ez-eus eun hent da zond er-mêz euz eun ivern, forz pehini e vefe. Meur a wech am-eus klevet va mamm-goz o lavared : «Na jomit ket da zelled ouz an droug, pe e kouezoc’h e-barz !» Soñjal a rae moarvad er pôtrig o selled ouz e skeudenn e foñs ar puñs, hag a oa e riskl da goueza e-barz. Gwir eo e vez re aliez roet deom da weled ar pez ne ’z-a ket mad en or bed, hag e vefe peadra da fallgaloni o selled bepred ouz ar c’heleier war an tele. Arabad beza dall eveljust, ha selled ouz an droug evid kavoud ar gwella tu d’en em zizober dioutañ, a c’hell beza penn-kenta ar furnez. Ar vad ne ra ket a drouz, ha ne zedenn ket kement an arvesterien ! Ha koulskoude, m’am-eus soñj mad, eo an hent nemetañ o-doa kavet an Iwerzoniz a-wechall da denna unan bennag euz an ivern... ha marteze n’eo ket sod !
   Penaoz neuze ? Dre ar pez a anvent ar «Biait». Eur salm eo, an hirra euz ar zalmou, peogwir ez-eus ennañ daou war ’n’ugent poz a eiz gwerzenn hir, a ganent da fin peb ofis, evid an hini a bedent evitañ. Eun doare eo, heb fin ha war bep ton, da gana ar justis, ar vadelez, ar fiziañs, ar peoc’h, al lezenn ’vel eun hent a vuez... Diazezet eo penn-da-benn war ar feiz eveljust, med da genta eo eur c’han a veuleudi a zigor kalon an den. Menec’h bro-Iwerzon a lavare e veze red kaoud bloaz evid tenna unan bennag euz e ivern, ar pez a lavar mad pegen diêz e c’hell beza diwrizienna da vad eun doare tort da weled ar bed hag ar re all. Talvezoud a ra ar boan ober eun taol-esa. Pep hini ahanom a oar mad e-neus ennañ, en e galon hag en e spered, ton ha komzou eur c’han pe eur c’hantik a zo gouest da drei e spered war an tu mad, war tu ar vuez. Perag ne vouskanfem ket anezañ aliesoc’h, deom da gaoud eur penn laouennoc’h ? Vad a rafe deom, ha d’ar re all ive
Sortir de l'enfer par Patrick Le Hyaric - ROUGE CERISE   Comment changer ses pensées ? Comment changer de manière de voir le monde et arrêter de le voir toujours comme sombre et dangereux ? Et d’où nous viennent de telles pensées qui empoisonnent notre vie quotidienne, et nous empêchent de vivre en réalité puisque nous sommes toujours en proie à la peur ? Peur d’être salis, peur de tomber gravement malades, peur de transmettre la maladie à d’autres, et surtout à notre famille... Et de là ce besoin de prendre plusieurs douches chaque jour, de se laver souvent les mains et de laver assiettes, verres, et de se débarrasser de tout ce qui aurait pu être sali... La vie devient difficile et insipide, et en outre on se sent coupable, parce qu’on voit bien qu’on qu’on rend difficile la vie des autres... Quand on est arrivé aussi loin dans le découragement, comment nourrir encore un brin d’espérance ? Comment sortir d’ un tel enfer ?
   Je ne sais s’il existe un chemin pour sortir d’un enfer, quel qu’il soit. Bien des fois j’ai entendu ma grand-mère dire : «Ne restez pas à regarder le mal, ou vous tomberez dedans !» Elle pensait sans doute au petit garçon qui regardait son image au fond du puits et qui risquait d’y tomber. Il est vrai qu’on nous donne trop souvent à voir ce qui ne va pas bien dans notre monde, et qu’il y aurait de quoi se décourager en regardant toujours les nouvelles à la télé. Il ne s’agit pas d’être aveugles cependant, et regarder le mal pour trouver la meilleure façon de s’en défaire peut être le début de la sagesse. Le bien ne fait pas de bruit et n’attire pas autant les spectateurs ! Et cependant, si j’ai bonne mémoire, c’est le seul chemin que les Irlandais d’autrefois avaient trouvé pour sortir quelqu’un de l’enfer... et ce n’est peut-être pas idiot !
   Comment ? Par ce qu’ils appelaient le «Biait». C’est un psaume, le plus long des psaumes, car on y trouve vingt deux strophes de huit longs vers, qu’ils chantaient à la fin de chaque office pour celui pour qui ils priaient. C’est une façon et sous diverses dormes de chanter la justice, la bonté, la confiance, la paix, la loi de Dieu comme un chemin de vie... Entièrement fondé sur la foi bien sûr, c’est d’abord un chant de louange qui élargit le coeur de l’homme. Les moines irlandais disaient qu’il fallait un an pour sortir quelqu’un de son enfer, ce qui dit bien combien il est difficile de déraciner réellement une manière tordue de voir le monde et les autres. Cela vaut pourtant la peine d’essayer. Chacun de nous sait bien qu’il a en lui-même, dans son coeur et son esprit, l’air et les paroles d’un chant ou d’un cantique capable d’orienter son esprit vers le bien, vers la vie. Pourquoi ne le murmurerions nous pas plus souvent, pour avoir une tête plus joyeuse ? Cela nous ferait du bien, et aux autres aussi !

Job an Irien d'ar 16 a viz gouere / le 16 juillet.