An niverenn 180 MINIHI LEVENEZ :
Pennadou 2022
Numéro 180 MINIHI LEVENEZ :
Chroniques 2022
Koumanant bloaz (Bep eil miz), Abonnement annuel à la revue "MINIHI LEVENEZ" : 50 €
KLIKIT AMAÑ / CLIQUEZ ICI :
M'ho peus c'hoant kaout leoriou pe bladennou / Bon de commande.
Ur gwir dudi eo bet ar gouel e Minihi Levenez. Niverus e oa an dud a oa deuet da lidañ an devez ispisial gant Job.
Bennoz Doue d’an dud, bihan, krennard pe war an oad, a zo deuet betek Minihi Levenez disadorn 22 a viz HereBennoz Doue d’ar re a oa unanet gant Job dre ar bedenn ha n’o doa ket gellet dont evit abegoù familh, pellder ha yec’hedBennoz Doue d’an holl re o deus harpet ar skipailh en un doare bennak hag ar re o deus labouret start evit ma vefe degemerus al lec’h koulz en diabarzh hag en diavaezBennoz Doue da Joëlle, leun a startijenn hag a zo bet al liamm etre an hollevit raktresañ ar gouel hag he deus lakaet e plas un diskouezadeg poltriji gant eñvorioù fromus, e-pad pelerinachoù a-hed ar bloavezhioùBennoz Doue d’an holl veleien a oa deuet da genlidañ an overenn gant JobBennoz Doue d’an animatourien en overenn : Pascal ha e verc’h Gabi gant ar c’han, Guillemette gant an delenn hag he mamm Isabelle gant an harmoniomBennoz Doue d’ar re o deus servijet ar banne kafe hag an apero gant ur mousc’hoarzh ledanBennoz Doue d’ar re a oa o terc’hel stal al levrioùBennoz Doue da Allah’s Kanañ, pemzeg den yaouank eus al lazh-kanañ o doa gellet dont gant o startijenn frealzusBennoz Doue da V/Marie gant ar violoñs, Thomas gant an akordeons, Clémentine gant ar piano o doa kanet kanaouennoù e brezhoneg gant JoëlleBennoz Doue da Guillemette da vezañ prientet pezhioù telenn nevez evit an abadennBennoz Doue da Job evit tout ar mad en deus graet evidomp holl hag a ra hep ehan e seizh gwellañ evit frealziñ pep hini ac’hanompBennoz Doue da familh Job hag a zo bet prisius adalek aozadur ar gouel betek ar finBennoz Doue da re o deus staliet ha distaliet an taolioù evit ar pred ha echuet gant ar skotaj atav laouen ha sederBennoz Doue ha digarez d’an holl re am eus ankounac’haet...