Furnez / Sagesse

   «Stur an avel» eo ano unnegved pladenn Denez Prigent, hag eñ e-unan a lavar kement-mañ diwar an ano-se : «Bez’ eo eur skeudenn euz or bueziou, kaset ha digaset a-zehou hag a-gleiz. Bez’ e seblantont beza eun tammig diboell, heb urz striz. Ar stur-se a ziskouez penaoz an oll drubuillou-se, a c’hoarvez ganeom ha n’o-deus ket dre red eur ster an eil gand eben, o-deus koulskoude eur ster boutin. Bez’ on-eus oll eur garg war an douar. Ha n’eus ket lod a vefe talvoudusoc’h eged reou all... Va hini din-me, a zoñj din, eo treuskas eur from, eun nerz dre ar c’han. Eun tammig ’vel eur velegiez eo evidon... Kement den hirio a ra e labour gand karantez evid al labour-se ha gand karantez evid an dud, o veza komprenet ar garg a zo bet fiziet ennañ, a vev eur speredelez...» (Yaou 4 Du 2021, O-F)   Setu aze komzou dihortoz awalc’h ha ne vezont ket klevet aliez, hag a zo bet evidon ’vel eun hekleo d’ar pez a lavare Boris Cirulnik war an tele e abadenn ‘Al levraoueg vraz’ d’ar merher 3 a viz Du. Pep hini, hervezañ, a dle klask e hent, hag ober hervez ar pez ez eo eñ e-unan, en e zonded, ha nann hervez boazamañchou ar peb brasa euz an dud. Aze ema alhwez ar gwir frankiz. Hag eñ da boueza war pinvidigez an diouyezegez, a ro d’an den daou zoare disheñvel da weled ar bed, hag a ro c’hoant dezañ da zizolei sevenaduriou all c’hoaz. Kement-se a ledanna ar galon hag ar spered, hag a vir ouzom da jom kloz warnom on-unan ha da zoñjal ema ganeom ar wirionez penn-da-benn.   Er bed a hirio, ’lec’h m’eo techet an den d’en em zantoud taget gand kement doare disheñvel da ober ha da zoñjal, e vefe mad deom gouzoud lenn on istor, a-benn gouzoud ar pez a gont evidom oll e gwirionez, ar pez a roio frouez en amzer da zond, hag ar pez a rankom dilezel peogwir e-neus greet e amzer. Ne zervij da netra sevel mogeriou evid en em warezi, pa ouezer mad e vezint pilet deiz pe zeiz : gwelloc’h eo eur c’harz a vuez, rag drezi e c’heller komz hag en em gleved !   «Le gouvernail du vent» est le nom du 11ème album de Denez Prigent, et lui-même s’exprime ainsi au sujet de ce titre : «C’est une image de nos existences, brinquebalées à droite et à gauche. Elles nous paraissent un peu insensées, sans ordre précis. Ce gouvernail montre que toutes ces épreuves, qui nous arrivent et qui n’ont pas nécessairement un sens les unes par rapport aux autres, ont en fait un sens commun. On a tous une mission sur terre. Il n’y en a pas de plus importantes que d’autres... Je pense que la mienne, c’est transmettre une émotion, une énergie par le chant. C’est un peu un sacerdoce pour moi... Toute personne qui fait son travail aujourd’hui en l’aimant et en aimant les gens, en ayant compris la mission qui lui est donnée, est dans le spirituel...» (Jeudi 4 novembre 2021. O-F.)   Voilà des paroles inattendues qu’on n’entend pas souvent, et qui pour moi ont été comme une sorte d’écho de ce que déclarait Boris Cirulnic la veille au soir à la télé dans l’émission ‘La grande librairie’. Chacun, selon lui, doit chercher son propre chemin, et agir selon ce qu’il est lui-même en profondeur, et non selon les habitudes de la plupart des gens. Là est la clé de la vraie liberté. Et d’insister sur la richesse du bilinguisme qui donne à l’homme deux manières différentes de voir le monde, et lui donne aussi l’envie de découvrir d’autres cultures. Cela élargit son coeur et son esprit, et nous empêche de rester enfermés sur nous-mêmes et de penser que nous possédons la vérité toute entière.   Dans le monde d’aujourd’hui, où l’homme a tendance à se sentir agressé par tout comportement ou opinion différents, il serait bon de savoir relire notre histoire afin de savoir ce qui compte réellement pour nous, ce qui donnera du fruit dans l’avenir, et ce qu’il nous faut délaisser car il a fait son temps. Il ne sert à rien de bâtir des murs pour se protéger, car on sait bien qu’ils seront tombés un jour ou l’autre : une haie vive est préférable, car à travers elle on peut parler et s’entendre !Job an Irien d'ar 13 a viz du / le 13 novembre.