Home

KELEIER / ACTUALITES

Taol kaer an Aotrou Doue / Un joli coup du Seigneur

Eun toullad mad a dud a anavez chapel Minihi Levenez gand he zoenn zoul e Trelevenez. War eur stumm koz eo bet savet, tost da zaou ugent vloaz ‘zo bremañ. Dastumet e oa bet ar c’horz e Pont-ar-Veuzenn ha greet an doenn gand labourerien-douar a galon vad euz Trelevenez. E-doug ar bloaveziou e ree droug dezi ar barrou glao hag avel. Pa veze tammou korz brein o vond kuit, e teue mestr al lec’h da zanka re all evid renevezi eul lodenn bep an amzer. Med en eur stad truezuz e oa deuet da veza a-benn a

r fin. Tachennou braz a zoul a vreine hag a zistage beteg koueza. Glao a en em zile a-wechou er japel. Piou nije kempennet eur seurt toenn war eur japel vihan evel-se ? Gand an dud koz eo eet da goll ar vicher a-wechall ! Ne zervij da netra en deiz a hirio. Med er bloaz-mañ, e tigouezas daou zen yaouank a youl vad da zavetei an doenn. Desket o-doa ar vicher goz, ha prest e oant da labourad e-pad o vakañsou, pez a roas kalon da zikour d’eun nebeud tud all. Heb arc’hant, gand plouz « eil-dorn » deuet euz chanteriou kempenn-tiez ha gand bizier aozill ha kelvez dastumet er c’hleuziou ! Piou nije kredet ? Na ped gwech e c’hoarvez deom beza killet en or buhez, ha ’benn ar fin, beza sikouret en eun doare dihortoz ? Ha ne vefe ket eun taol kaer a-berz an Aotrou Doue ? Evid ma kresko or fiziañs, e vije mad deom kana aliesoc’h ar zalm 126 « Ma n’eo ket an Aotrou a zav an ti, en aner e poagn ar vañsonerien ».


toitdechaumebis


Beaucoup de gens connaissent la chapelle de Minihi Levenez avec son toit de chaume à Tréflévénez. Elle a été construite sur une forme ancienne, il y a déjà presque quarante ans mainenant. Les rozeaux ont été cueillis à Pont-de-Buis et le toit a été couvert par des paysans de bonne volonté de Tréflévénez. Au fil des années, les averses et le vent détérioraient le toit. Quand des parties de chaume se détachaient, le maître de la maison venait en enfoncer d’autres pour rénover une partie de temps en temps. Mais finalement, cela était devenu en état pitoyable. De grandes parties de chaume pourrissaient et finissaient par tomber. La pluie se faufilait parfois dans la chapelle. Qui aurait réparé un tel toit sur une petite chapelle comme celle-là ? Avec les anciens, le métier d’autrefois est perdu ! Il ne sert à rien aujourd’hui. Mais cette année, deux jeunes gens de bonne volonté sont arrivés pour sauver le toit. Ils avaient appris le vieux métier et ils étaient prêts à travailler pendant leurs vacances, ce qui donna du courage à d’autres pour les aider. Sans argent, avec du chaume d’occasion récupéré sur les chantiers de réparation de maisons et des bâtons d’osier et de noisetier ramassés sur les talus ! Qui l’aurait cru ? Combien de fois il nous arrive de nous trouver dans l’impasse dans nos vies, et finalement, d’être aidés de façon inattendue ? Et si c’était un joli coup du Seigneur ? Pour que grandisse notre confiance, il serait bon de chanter plus souvent le psaume 126 « Si le Seigneur ne bâtit la maison, les bâtisseurs travaillent en vain ».

toitdechaumeter

Bodadeg-veur d’ar zadorn 2 a viz gwengolo 2023 da 3 eur e Minihi Levenez, Trelevenez Assemblée générale le samedi 2 septembre 2023 à 15 heures à Minihi Levenez, Tréflévenez

Bodadeg-veur d’ar zadorn 2 a viz gwengolo 2023 da 3 eur e Minihi Levenez, Trelevenez

Assemblée générale le samedi 2 septembre 2023 à 15 heures à Minihi Levenez, Tréflévenez

Trelevenez, d’ar 6 a viz eost 2023,

Pedet oc’h oll da zond niveruz ! Vous êtes tous invités à venir nombreux !

1/ Da genta e taolim eur zell war ar pez a zo bet bevet ganeom e 2022 (da veza votet).

2/ Selled a raim ouz stad ar c’hef war 2022 (da veza votet).

3/ Selled a raim ouz amzer da zond ar c’hef war 2023.

4/ Dibab a raim priz ar gartenn-ezel d’ar gevredigez (niv. 7 er statutou) (da veza votet).

5/ Adnevezi a raim eul lodenn euz ar c’huzul-rén.

6/ Evid echui e welim ar pez a zo da zond evid gwella mad ar vrezonegerien kristen hag a re a zo dedennet gand eur speredelez kristen ha breizad, asamblez gand ar mini-sinod embannet gand an Eskopti war bastorelez ar vrezonegerien. Respont a raim d’ar goulennou a bep seurt.

Evid voti d’ar vodadeg-veur, e c’hellit paea priz ar gartenn-ezel, ma n’eo ket graet dija, pe kas ar priz, ma ne c’hellit ket beza aze. 10 € eo ar priz.

Da heul ar vodadeg-veur e vo kafe-kouignou !

1/ Rapport moral et d’activités 2022. Vote.

2/ Rapport et compte-rendu financier 2022. Vote.

3/ Perspectives des comptes pour 2023.

4/ Fixation du taux de cotisation (article 7 des statuts). Vote.

5/ Renouvellement partiel du conseil d’administration,

6/ Pour finir, nous nous tournerons vers l’avenir, pour le meilleur bien des bretonnants chrétiens et de ceux qui sont attirés par une spiritualité chrétienne et bretonne, en lien avec le mini-synode annoncé par le Diocèse sur la pastorale des bretonnants. Nous répondrons aux questions diverses.

Afin de voter à cette assemblée générale, vous pourrez vous acquitter de votre cotisation, si ce n’est déjà fait, ou la faire parvenir, si vous ne pouvez pas être présents. Son montant reste à 10 €.

Un café-gâteaux clôturera cette assemblée générale !

Minihi Levenez, a ginnig eun hanter-devez prederia d’an 3 a viz even 2023 e Trelevenez / Minihi Levenez, organise une après-midi de réflexion le 3 juin 2023 à Tréflévénez.

Minihi Levenez, Kreizenn speredel breton an eskopti, a ginnig eun hanter-devez prederia d’an 3 a viz even 2023 euz div eur da pemp eur hanter e Trelevenez.

O kemer pevar danvez a oberou kristen stag ouz or sevenadur breizad : amzeriou a bedenn/kumuniez, embann leoriou, mond da belerina, hag aluzenerez ar re yaouank, e kinnigo ar gevredigez goulennou da zoñjal diwarbenn kenderc’hel ha mond pelloc’h marteze, ober kinnigou nevez ha kemer perz el labour-se ma’z eo posub. Gand ar pez a vo dastumet, e c’hello ar gevredigez ober kinnigou d’an Eskopti evid e amzer da zond. Pedet eo an oll da zond.

 

Minihi Levenez, Centre spirituel breton du diocèse, organise une après-midi de réflexion le 3 juin 2023 de 14 h à 17 h 30 à Tréflévénez.

A partir de quatre thèmes d’activités chrétiennes dans un environnement breton : les temps de prière/communauté, l’édition d’ouvrages, les pèlerinages et l’aumônerie des jeunes, l’Association soumettra des questions sur leur poursuite, sur leur développement éventuel, sur toutes propositions nouvelles et sur les engagements possibles. Les éléments recueillis permettront à l’Association de faire des propositions au diocèse pour son avenir. L’invitation est ouverte à tous.

An niverenn (180) MINIHI LEVENEZ / Numéro (180)

 

An niverenn 180 MINIHI LEVENEZ :

Pennadou 2022

Numéro 180 MINIHI LEVENEZ :

Chroniques 2022

Koumanant bloaz (Bep eil miz), Abonnement annuel à la revue "MINIHI LEVENEZ" : 50 €

KLIKIT AMAÑ / CLIQUEZ ICI :

M'ho peus c'hoant kaout leoriou pe bladennou / Bon de commande.

Gouel ar Minihi 2022 / Fête du Minihi 2022

Ur gwir dudi eo bet ar gouel e Minihi Levenez. Niverus e oa an dud a oa deuet da lidañ an devez ispisial gant Job.

Bennoz Doue d’an dud, bihan, krennard pe war an oad, a zo deuet betek Minihi Levenez disadorn 22 a viz HereBennoz Doue d’ar re a oa unanet gant Job dre ar bedenn ha n’o doa ket gellet dont evit abegoù familh, pellder ha yec’hedBennoz Doue d’an holl re o deus harpet ar skipailh en un doare bennak hag ar re o deus labouret start evit ma vefe degemerus al lec’h koulz en diabarzh hag en diavaezBennoz Doue da Joëlle, leun a startijenn hag a zo bet al liamm etre an hollevit raktresañ ar gouel hag he deus lakaet e plas un diskouezadeg poltriji gant eñvorioù fromus, e-pad pelerinachoù a-hed ar bloavezhioùBennoz Doue d’an holl veleien a oa deuet da genlidañ an overenn gant JobBennoz Doue d’an animatourien en overenn : Pascal ha e verc’h Gabi gant ar c’han, Guillemette gant an delenn hag he mamm Isabelle gant an harmoniomBennoz Doue d’ar re o deus servijet ar banne kafe hag an apero gant ur mousc’hoarzh ledanBennoz Doue d’ar re a oa o terc’hel stal al levrioùBennoz Doue da Allah’s Kanañ, pemzeg den yaouank eus al lazh-kanañ o doa gellet dont gant o startijenn frealzusBennoz Doue da V/Marie gant ar violoñs, Thomas gant an akordeons, Clémentine gant ar piano o doa kanet kanaouennoù e brezhoneg gant JoëlleBennoz Doue da Guillemette da vezañ prientet pezhioù telenn nevez evit an abadennBennoz Doue da Job evit tout ar mad en deus graet evidomp holl hag a ra hep ehan e seizh gwellañ evit frealziñ pep hini ac’hanompBennoz Doue da familh Job hag a zo bet prisius adalek aozadur ar gouel betek ar finBennoz Doue da re o deus staliet ha distaliet an taolioù evit ar pred ha echuet gant ar skotaj atav laouen ha sederBennoz Doue ha digarez d’an holl re am eus ankounac’haet...

Un petit mot aussi pour les non-bretonnants :C’était une belle fête au MinihiMerci à tous les amisMerci à Job et sa familleA ceux qui étaient venusEt ceux qui n’ont pas puSe libérer samediMais bien présents par la penséeMerci à chacun, maillon d’amitiéQui à sa façon, a permisQue cette journée soit bénieAvec tant de gens réunisCertains, après mois ou annéesAuprès de Job pour son jubilé 

Page 2 sur 2

30ed deiz-ha-bloaz Minihi 30ed deiz-ha-bloaz Minihi dsc03138 dsc03140 dsc03143 dsc03144 dsc03145 dsc03147 dsc03148 dsc03149 dsc03153 dsc03155 dsc03157 dsc03161 dsc03162 dsc03163 dsc03164 dsc03165 dsc03166 dsc03167 dsc03168 dsc03172 dsc03173 dsc03174 dsc03176 dsc03177 dsc03181
<< > || >>
Free business joomla templates